Un devezh e brezhoneg e Karaez

D'ar sadorn 7 a viz Even 2025

Aozet gant Emglev Bro Karaez ha Raok da geñver Raok an Hañv

Setu ar pezh a c'helloc'h ober e brezhoneg e Karaez an devezh-se :

Lennadenn

Lennadenn

Da 10e30

Deuit da selaou Hoel o lenn levrioù evit ar vugale.

E pelec'h ? El levraoueg

Pegement ? Evit netra

Ar Groufalo

Tresadenn-vev

Da 11e15

Deuit da welet istor brudet ar Groufalo war ur skramm bras ! Padelezh : 26 munutenn.

E pelec'h ? E Sinema ar Gazeg C'hlas (Le Grand Bleu)

Pegement ? 2 €

Pik-nikañ ha flapañ

Etre kreisteiz hag 1e30

Degasit ho poued ha deuit da bik-nikañ ganeomp. Ur banne digor-kalon a vo profet deoc'h.

E pelec'h ? Plasenn Aiguillon

Pegement ? Evit netra

Brendan oc'h echedoù

Echedoù

Etre 2e30 ha 5e30

Deuit da zeskiñ c'hoari ha/pe da c'hoari echedoù. Brendan a vo laouen da zeskiñ deoc'h pe da lakaat ac'hanoc'h da c'hoari. Digor eo d'an holl.

E pelec'h ? E Ti ar Vro

Pegement ? Evit netra

Kreizenn-displegañ Vorgium

Vorgium

Adalek 2e

Deuit da weladenniñ ar greizenn displegañ arkologel niverel.

Meur a dra a vo kinniget e brezhoneg an devezh-se :

  • Ur weladenn digoust da 3e lusket gant Noémie.
  • Pennadigoù c'hoarioù achap niverel da 2e15, 4e15 ha 5e. 5€ evit ur c'hoarier·ez, 6 den d'ar muiañ war un dro. Evit mirout plasoù : 02 98 17 53 07 pe accueil.vorgium@poher.bzh
  • C'hoari klask an teñzor evit ar vugale. Evit netra.

E pelec'h ? Kreizenn-displegañ Vorgium

Pegement ? Evit netra (evit ar weladenn diazez)

Pourmenadenn tro-dro da Garaez

Da 2e

Pourmenadenn 10 km dre vras o loc'hañ eus Leurenn Glenmor ha mont war-zu maezioù Karaez : Kerampuilh, Koad ar Bleiz, ar ganol eus Naoned da Vrest ha distro d'al Leurenn Glenmor. Pourmenadenn kaset gant Visant Abaziou.

E pelec'h ? Maezioù Karaez (loc'hañ Leurenn Glenmor)

Pegement ? Evit netra

Merenn-vihan ha flapañ

Etre 3e30 ha 5e

Deuit da zebriñ merenn-vihan ganeomp. Krampouezh a vo war al lec'h.

Delwennoù e kreiz-kêr

E pelec'h ? Plasenn Aiguillon

Pegement ? Evit netra

Delwennoù e kreiz-kêr

Klask an teñzor, war roudoù an delwennoù…

A-hed an deiz

Dizoloit kreiz-kêr Karaez en ur c'hoari. Ret e vo deoc'h kavout an delwennoù bet staliet e pep lec'h e kreiz-kêr. Tres kêr Karaez a vo roet deoc'h war plasenn Aiguillon (nebell eus an ti-kêr).

E pelec'h ? E kreiz-kêr Karaez

Pegement ? Evit netra

Ezhomm ho peus titouroù ouzhpenn ?

Deuit e darempred ganeomp : emglev.bro.karaez@gmail.com

pe Pgz : 02 98 99 46 72
Trugarez d'an holl re o deus kemeret perzh evit aozañ an devezh-se :
Noémie evit Vorgium, Hoel ha Magali evit al levraoueg, Pierre evit an ti-kêr, Visant evit ar valeadenn, Gaëlle evit Raok, Lena evit ar sinema, Tangi evit ar bajenn-mañ.